Mari eo ar gwir mene, dre m’he deus ganet eur mab hag a zo Doue. Evit enori he brasder, ar Vretoned o deus kustumet sevel d’ezi chapeliou war ar meneziou ; brudetan hini zo aneze eo chapel Itron-Varia-a-Wir-Mane, en parouz Perret, etre eskopti Gwened hag eskopti Sant-Brieg. Savet a oe, war a lavarer, breman zo c’houec’h kant vla, gant menec’h abati Bon-Repos. Darempredet eo bet a-viskoaz, hag en pep koulz eus ar bla. Ar zul kentan ar miz ha da oueliou ar Werc’hez, e ve lavaret enni an oferen ; ne vank gwech ebet pelerined, en deiou-ze, eus Gourin, eus Langonnet, eus Klegerek.
De ar pardon bras, ar 15 a viz eost, e teuont a dek leo diwar-dro. An de-ze, ar mene goloet a gristenien a ve ’vel santelaet gant o devosion. Darn aneze a ve dierc’hen hag en korf o roched ; darn-all a bed war o daoulin noaz ; holl en em vodont gant prez endro da skeuden ar Werc’hez da bokat d’he zreid pe da gorn he mantel.
Lod aneze a ra tri belerinaj er memes de : an oferen-veure a glevont en Kelven, an oferen-bred en Gwir-Mane, hag ar gousperou en Rostren.
Parousianiz Perret n’o deus ken rikour en o holl ezommou nemet Gwerc’hez o mene. Forz pesort darvoud a digoue, klanv tud pe loened, d’ezi en em westlont hag e kasont prof hag oferen.
Peurvuian o fedennou a ve chilaouet : evelse, madelezou ar Werc’hez a dalc’h beo ha birvidik fe ha karante he bugale.
Itron-Varia-a-Wir-Mane, diwar lein ho mene, diwallet ho pro Breiz-Izel ; pellaet diouti pep gwalen ; miret d’ezi he fe.
N’eus ket pell amzer c’hoaz, en kichen ker Wengamp, en eul lec’h hanvet Rochefort, dalc’het breman gant tudjentil kristen ha madelezus, e oa ive eur chapelig hag eur pelerinaj d’ar Werc’hez dindan an hano a Itron-Varia-Rochefort. Gwerc’hez ar chapel-ze e vije ganti dalc’h-mat dilhad ken kaer ma oe eun den, eur wech, hag a oe temptet d’o laerez. Mes pa oa o kemer ar vantel, ar Werc’hez a grogas ’n e viz hag hen dalc’has evelse ken ma teuas ar c’hloc’h, laket en brall dre vurzud, da zigas tud d’ar chapel. Al laer a oe tapet.
Hirie eo kouezet chapel ha pelerinaj Itron-Varia-Rochefort.