Ar pardon a ve d’ar 15 a viz eost, hag a zigor da hanter-noz, dre oferen ar belerined, a bleustr ar pardon muioc’h en noz ’vit war an de.
Pardon ar Goz-Iliz an eus miret e liou kristen ; ha dre ze, glizen an ne a zalc’h da gouezan puilh el lec’h binniget-se. Tud klanv, tud nammet a deu da c’houlen ar yec’hed : martoloded ha soudarded.
’Deu da c’houlen digant o Mamm
Distrei d’ar gêr yac’h ha dinam.
Pa dizroont, e teu gante donêzonou d’ar Werc’hez.
En penn-trok eus he madelez.
Goude, e chomont da vevan en harz he chapel, da c’hortoz mont en he c’hichen d’ar baradoz,
Da ganan d’ezi kantiko,
En brezoneg, langaj o bro.
Mare an XIIet kantved, er blaveziou divezan, e oa o chom en Pestien, en eur c’hastel-krenv savet en pleg ar zaonen, eun dijentil pinvidik hag e wreg, tud madelezus ha kristenien vat.
Eun dra a vanke d’eze, koulskoude, gant o madou hag o enoriou : eur c’hrouadur d’o dastum war o lerc’h. Kaer pedi o devoa, ne deue bugel ebet da frealzi o c’hozni, rak dija e oant deut war an oad. ’N em westlan rejont d’ar Werc’hez ha prometi sevel d’ezi eur chapel, ma teuje d’eze kaout eur bugel. Hepdale, kleier ar vadeziant a gasas ar vrud e oa bet chilaouet peden an ôtrone, ha prest goude, eur chapel goant diazezet elec’h eman breman iliz Itron-Varia-Vulat, a roas da c’hoût d’an holl da biou e oa dleour gwad Pestien mar n’aje ket c’hoaz da hesk.
An hano roët da Werc’hez ar chapel a oe Itron-Varia-Bugelat deut hirie da vezan Bulat. An dud, pa deujont d’anavezout perak e oa bet savet, ne oad ket evit harz aneze da zont d’he darempredi. Ar chapel a deuas en berr amzer da vezan re vihan, hag en fin ar XIVet kantved, e oe red sevel eun all brasoc’h. [1] Kant vla goude, e renkjod adarre he ledanât, kement ha ken bihan ma ’n em gavas erfin, ’benn ar c’hantved war-lerc’h, eun iliz vras da vezan ’lec’h ne oa nemet eur chapelig ; grêt he devoa he c’hresk da heul devosion ar gristenien en kenver ar Werc’hez.
- ↑ Sant Ervan a deuas da bedi er chapel-ze, en eur ober gweladen d’e-vignoned, ôtrone Pestien.