Pajenn:Perrot - Bue ar Zent.djvu/932

Adlennet eo bet ar bajenn-mañ

Itron-Varia-ar-Vur
Sul an Drinded


Itron-Varia-ar-Vur, en Montroulez


An Itron-Varia-ar-Vur, gant he devosion gwechall ken birvidik, gant he iliz ken brudet, a zo eur skouer eus ar pez a gaer a c’hall ar relijion kroui hag eus an dismantr a deu da heul falz-kreden ha bue digristen.

Iliz Itron-Varia-ar-Vur a oe savet en Montroulez, en XIIIet kantved, gant an duk Yan II hag eskibien Treger, Leon, Roaôn, Naoned ha Dol. Eiz beleg a oe laket d’oferennan enni, ha diazezet oe enni Breuriez an Drinded bet krouet, kant vla arôk, gant beskonted Leon.

Ne oa ket kaeroc’h iliz er vro, na kaeroc’h tour, nemet hini ar C’hreisker a vije. Grasou niverus a strinke en harz ôteriou an iliz vinniget, ken e oa goloet ar mogeriou gant kant ha kant testeni a anaoudegez vat.

Montroulez a oa douget meurbed da enori an Itron-Varia-ar-Vur ; an ofisou a vije grêt en he iliz kaeran ma vije gallet, ha kuzulierien kêr a ’n em vode en he forched d’ober o divizou.

Allas, an Dispac’h a deuas, gant e vorzoliou dizakr. An iliz, torret ha frailhet kement mad a oa enni, a oe laket war hano an doueez « Raison » ; gwerzet a oe, adgwerzet, hag erfin, dispennet men ha men. An tour hepken a chômas ’n e zav, eun drue e welet, ’us d’ar poull ’lec’h ma oa bet an iliz. Mes pan n’evoa ken harp diganti, e teuas da vrallan, hag an 28 a viz meurz 1806, da eun heur goude kreiste, e kouezas gant eun drouz spontus, o flastran dindanan an tier diwar-dro. Eur c’hereour hag e verc’h a oe lazet. Eur bugelig, e-unan er gêr, a ’n em glenkas dindan an dôl, o klevet en e gichen an tarz-kurun-ze ; kavet a oe eno beo ha yac’h mat. Hanvet a oe « bugel ar mirakl » ; beleg e teuas da vezan ha person en Taule.