Pajenn:Perrot - Bue ar Zent.djvu/939

Adlennet eo bet ar bajenn-mañ


Pedennou diouz ar mintin ha diouz an noz


En hano an Tad hag ar Mab, hag ar
Spered-Santel. Evelse bezet grêt


AKT A FE WAR BREZANS DOUE

Ma Doue, me gred fermamant
Penôs ez oc’h aman prezant ;
Rak-se, gant gwir humilite,
Me rent homaj d’ho majeste.


AKT A ADORASION

M’hoc’h ador, Doue, ma C’hrouer ;
M’hoc’h ador, Jezuz, ma Zalver ;
C’houi eo ma mestr ha ma roue,
Ha d’ec’h on tout, korf hag ine.


AKT A DRUGARE

M’ho trugareka, ma Otro,
Dimeus hoc’h holl madelezo ;
D’am bean krouet ha prenet,
Hag en hoc’h Iliz resevet ;
D’am bean henoaz [1] konservet,
Ha diouz pep danjer diwallet.


AKT A OFRANS

Kement a rin hag a lirin.
A zonjin hag a andurin,
A ofran oll da c’hloar Doue
Drezoc’h, Mari, Mamm a drue.


EKSAMEN A GONSIANS

Ma Jezuz, reit d’in sklerijen
Evit ober ma eksamen,
Hag eur gontrision barfet
A gement pec’hed am eus grêt.

Greomp eur zell war hon c’honsians.


AKT A GONTRISION

Ma Doue, me zo glac’haret
D’ho pean kement ofanset,
Abalamour d’ho madelez,
D’ho majeste, d’ho santelez.


REZOLUSION

Me a bromet en em viret.
Gant gras Doue, eus pep pec’het.
Ispisial eus ar re
On ar muian kustum d’e.


AKT A C’HOULENN

Sellet ouzin, ô ma Jezuz.
Ha reit d’in eur c’hras presius,
Ar c’hras d’ho serviji fidel
Ha d’ho karet betek mervel.


PEDEN D’AR WERC’HEZ

Gwerc’hez, ma Mamm garantezus,
Ma rekommandet da Jezuz ;
Gwerc’hez, ma Mam ha ma Itron,
Me rekommand d’ec’h ma c’halon.


PEDEN D’AN EL-MAD

Ma El-mad, mesajer Doue,
Miret ma c’horf ha ma ene ;
Ma miret eus an Drouk-Spered,
Ha dreist pep tra eus ar pec’hed.


PEDEN D’AN HOLL ZENT

Me ho ped, Sent ha Sentezed,
Da vean ma avokaded :
Obtenet d’in, digant Jezuz,
Eur maro mad hag evuruz.


***********

PATER noster, qui es in cœlis, sanctificetur nomen tuum, adveniat regnum tuum, fiat voluntas tua sicut in cœlo et in terra. Panem nostrum quotidianum da nobis hodie ; et dimitte nobis debita nostra, sicut et nos dimittimus debitoribus nostris ; et ne nos inducas in tentationem ; sed libera nos a malo. Amen.

HON Tad pehini zo en nenv, ho hano bezet santiflet, ho rouantelez deuet d’imp, ho polonte bezet grêt war an douar evel en nenv. Reit d’imp hirie bon bara pemdeiek. Pardonet d’imp hon ofansou, evel ma pardonomp d’ar re o deus bon ofanset. Na bermetet ket e kouezfemp en dentatasion ; mes hon delivret a bep droug. Evelse bezet grêt.


***********

AVE, Maria, gratiâ plena, Dominus tecum ; benedicta tu in mulieribus, et benedictus fructus ventris tui Jesus. Sancta Maria, Mater Dei, ora pro nobis, peccatoribus, nunc et in horâ mortis nostrae. Amen.

ME ho salud, Mari, leun a c’hras, an Otrou Doue zo ganec’h ; binniget oc’h dreist an holl gwrage, ha binniget ar freuz dimeus ho korf, Jezuz. Santez Mari, Mamm da Zoue, pedet evidomp, pec’herien, breman hag en heur hon maro. Evelse bezet grêt.


***********
  1. Da noz leret hirie.