Pajenn:Perrot - Bue ar Zent.djvu/940

Adlennet eo bet ar bajenn-mañ
940
pedennou diouz ar mintin ha diouz an noz

CREDO in Deum Patrem omnipotentem, Creatorem cœli e terrae et in Jesum-Christum, Filium ejus unicum, Dominum nostrum, qui conceptus est de Spiritu Sancto, natus ex Maria virgine, passus sub Pontio-Pilato, crucifixus, mortuus et sepultus ; descendit ad inferos, tertià die resurrexit a mortuis, ascendit ad cœlos, sedet ad dexteram Dei Patris omnipotentis : inde venturus est judicare vivos et mortuos.

Credo in Spiritum sanctum, Sanctam Ecclesiam catholicam, Sanctorum communionem, remissionem peccatorum, carnis resurrectionem, vitam æternam. Amen.

ME gred en Doue an Tad oll-c’halloudek, Krouer an nenv hag an douar ; hag en Jezuz-Krist, e Vab unik, hon Otrou ; a zo bet konsevet dre c’hras ar Spered-Santel, ganet gant ar Werc’hez Vari ; en deus anduret dindan Pons-Pilat, a zo bet krusifiet, maro hag interet ; a zo bet diskennet d’an ifernio, a zo resusitet, an drede de, a varo da veo ; a zo pignet en nenvo hag azeet en tu deo da Zoue, an Tad oll-c’halloudek : ac’hane e teui da varn ar re veo hag ar re varo.

Me gred er Spered-Santel ; en Iliz santel, katolik, komunion ar Zent, remision ar pec’hejo ; rezurreksion ar c’horfo ; ar vue eternel, Evelse bezet gret.



***********


CONFITEOR Deo omnipotenti beatae Mariae semper Virgini beato Michaëli Archangelo beato Joannni-Baptistae sanctis apostolis Petro et Paulo omnibus Sanctis quia peccavi nimis cogitatione, verbo, opere : Mea culpa, mea culpa, mea maxima culpa. Ideo, precor beatam Mariam semper Virginem beatum Michaëlem Archangelum, beatum Joannem-Baptistam, Sanctos apostolos Petrum et Paulum, omnes Sanctos, orare pro me ad Dominum Deum nostrum. Amen

ME govez ouz Doue oll-c’halloudek, ouz ar Werc’hez glorius Vari, bepred Gwerc’hez, ouz an Otro sant Mikêl, Arc’hel, ouz an Otro sant Yan-Vadeour, ouz an Ebestel sant Per ha sant Pol. ouz an holl Sent ha Sentezed, abalamour am eus pec’het bras, dre sonj, dre gomz, dre euvr ha dre omision : dre ma fot, dre ma fot, dre ma brasan fot. Rak-se e pedan ar Werc’hez glorius Vari, bepred Gwerc’hez, an Otro sant Mikel Arc’hel, an Otro sant Yan-Vadezour, an Ebestel sant Per ha sant Pol, an holl Sent ha Sentezed, da bidi Doue evidon. Evelse bezet gret.



***********

Gourc’hemennou Doue


1. EUN Doue hepken ’adori,
Ha dreist pep tra oll a gari.

2. Doue en ven na doui ket,
Na netra oll dimeus ar bed.

3. Ar zulio zantel a viri,
Evit Doue ma serviji ;

4. Da dad, da vamm a enori,
Evit pell amzer ma vevi.

5. Muntrer na vi en nep feson,
Nag a efet, nag a galon.

6. Diwall ouz al lubrisite,
Hag a gorf, hag a volonte.

7. Domaj ebed da zen na ri ;
Ha, mar teus grêt, hast repari,

8. Gevier, na nep fals testeni,
Mil birviken na liviri.

9. Na c’hoanta dre luksur pec’hi,
Nag en sonj vil na ’n em bliji,

10. Mado re-all na zezir ket,
O c’hemeret hep lealded.



***********

Gourc’hemennou an Iliz


1. KLEO devotamant penn-da-benn.
Bep sul, bep gouel, an oferen.

2. Santiflan ri ar gouelio
War o hed, evel ar zulio.