Pajenn:Perrot - Bue ar Zent.djvu/944

Adlennet eo bet ar bajenn-mañ
944
pedennou diouz ar mintin ha diouz an noz

Eur Bater hag eun Ave evit hon Tad santel ar Pab
hag evit an Otrou ’n Eskob


1. MARIA, mater gratiae,
Dulcis parens clementiae,
Tu nos ab hoste protege
Et mortis horâ suscipe.

2. Jesu, tibi sit gloria,
Qui natus es de Virgine,
Cum Patre et almo Spiritu,
In sempiterna secula. Amen.


An Anjelus e c’hiz-all :


Ni ho o salud gant karante,
Rouanez ar Zent hag an Ele ;
C’houi a zo binniget,
O pia,
Hag a c’hraso karget,
Ave Maria !

Ra vezo binniget Jezuz,
Ar frouez eus ho korf evurus !
Kanomp gant an Ele,
O pia,
E veulodi bemde,
Ave Maria !

Ni ho ped, Mari, Gwerc’hez c’hlan,
Pa vefomp war hon zremenvan,
Da c’houlen gant Jezuz,
O pia,
D’imp eur maro euruz,
Ave Maria !


***********


1. Mari, Gwerc’hez galloudus,
Mamm douz ha mamm dener,
C’houi zo bepred truezus
En kenver ar pec’her,
Pelleit ouzimp enebour hon ineo ;
Dreist pep tra deut d’hon zikour War hon maro !

2. Enor d’ec’h, salver ar bed,
Gloar d’ec’h ha meulodi,
C’houi pehini zo ganet
Gant ar Werc’hez Vari.
Gloar d’an Tad, gloar d’ec’h ive, Spered-Santel :
D’an tri ferson en Doue, Gloar eternel !


Meulet, karet ha trugarekaet a vo Jezuz en nenv hag en Sakramant adorabl an Oter. Da james ! (Da laret ter gwech).

Ma Jezuz, miserikord ! (100 devez a induljans).

Kalon dous a Vari, bezet ma zilvidigez (300 d.)

Hon Ele mat, pedet evidomp.

Sant Jozef, pedet evidomp.

† En hano an Tad, hag ar Mab, hag ar Spered-Santel. Evelse bezet grêt.


-