Pajenn:Perrot - Bue ar Zent.djvu/95

Adlennet eo bet ar bajenn-mañ
1 C’houevrer
95
santez berc’hed


Tri virakl a c’hoarvezas, an de ma kemeras Berc’hed goual ar gwerc’hezed eus a zorn an eskob Mel, diskibl sant Patrik : eur c’hef tan a baras ’us d’he fenn ; kerkent ha ma he devoe poket da bazennou an ôter, ar c’hoad aneze a deuas da c’hlazan ; mes kaeran oe, he gened a oe rentet d’ezi kalz skedusoc’h c’hoaz evit diagent.

Kouent Kil-dare a deuas da greski en berr amzer. Berc’hed a zavas enni eun iliz dreist da holl ilizou ar vro. Beaji a reas ive evit sevel kouenchou neve, a deuas holl da vezan ken lïes a eienen a zantelez. Ar burzudou a hade war he hent a vrudas kement he hano ma tiredas eleiz a dud da chom endro d’hec’h abati, ha ma teuas Kil-dare da vezan ’vel eur gêr.

Ar wrizien eus kement a oberou kaer a oa en kalon Berc’hed, da lavaret eo, he zantelez, grêt gant ter vertuz dreist d’ar re-all, hec’h izelded a galon, he faourente hag he c’harante virvidik en kenver ar beorien.

Berc’hed, diouganet ganti de he maro, a bignas daved Doue, an de kentan a viz c’houevrer 523, oajet a zek vla ha tri-ugent.

Diês a vefe niveri ar miraklou he deus grêt. War a lavar ar c’hardinal Baronius, bezan oa, en e amzer, en Rom, eul levr a bevar warn-ugent loden ha ne oa ken ennan nemet burzudou grêt ganti.

Sin ar groaz eus he dorn a rê plegan an natur hag an drouk-sperejou. Eun devez, daou laour a deuas da glask ar yec’hed diganti. Binnigan a reas dour ha lavaret d’eze ’n em walc’hi an eil egile. Ar c’hentan gwalc’het a oe yac’haet raktal, mes n’houlle ken gwalc’hi e gonsort, gant aon da adtapout ar c’hlenved. Petra c’hoarvezas ? E adstagas e lorgnez outan hag egile a ’n em gavas pare.

’Vit miret envor anezi, leanezed Berc’hed a c’houezas eun tân a oe galvet « tân santez Berc’hed, » hag a oe dalc’het beo, noz-de, ’n o c’houent, betek ar bla 1220.

N’eus ken a gelou eus he relegou nag eus hec’h Urz. He hano, avat, a zo brudet kouls ha biskoaz ; douget eo gant eleiz a verc’hed en Iverzon ha gant triouec’h parouz eus ar vro-ze.

Meur a lec’h en Breiz-lzel a digas sonj anezi ive : parouz Kervoroc’h he deus he c’hemeret da batronez.