Pajenn:Perrot - Bue ar Zent.djvu/97

Adlennet eo bet ar bajenn-mañ
2 C’houevrer
97
ar werc’hez o vont d’an templ

-


Eilvet devez a viz C’houevrer


Ar Werc’hez o vont d’an Templ gant he Mab Jezuz



E touez ar Judevien, herve al lezen, ar wreg a lake eur c’hrouadur er bed a chome eur pennad hep mont eus he zi, ha d’an daou-ugentvet devez, e tlee mont d’an Templ ha lakat etre daouarn ar beleg diou durzunel pe eun oan, da ginnig, en prof, d’an Otrou Doue.

Herve al lezen ive, ar mab henan, en pep tiegez, Doue a vire anezan evitan e-unan. Koulskoude, ar vibien henan ha ne oant ket eus a wad Levi, dal ma vijent bet kinniget gant o zud d’an Otrou Doue ha laket etre daouarn ar veleien, a c’helled o dasprenan, en eur rei pemp skoed d’an Templ.

Mari ne oa ket red d’ezi heuilh al lezen gentan, p’eo gwir e oa ken glan war-lerc’h ginivelez he mab evel ma oa arôk ; ha Jezuz, p’eo gwir e oa Mab Doue, ne oa ket ezom na da ginnig anezan d’e Dad, na da rei netra evit e zasprenan, p’eo gwir e oa eus eur gwad ha ne oa ket bet kontamet gant ar pec’hed.

Mes Mari, daoust ne oa ket grêt eviti hini ebet eus an diou lezen-ze, a zentas oute, ha daoust ma oa binniget dreist an holl gwrage, e chomas en o renk. En em gaout a reas eta e-tal dor an Templ, he fried, he mab ha hi. Eur beleg, gant eur sparf, a dôlas beradou gwad warnezi, evel war eur wreg labeet gant ar pec’hed. O vezan n’he devoa ket êz da ginnig eun oan, prof an dud pinvidik, e kinnigas diou durzunel, prof an dud paour, ha kerkent e oa dinam, zoken dirak Lezen Israël.

Goude-ze, ar bugel bihan a oe kaset dirak an ôter vras ha kinniget d’an Otrou Doue, laket être daouarn ar beleg, a roë anezan d’e vamm war e giz, evit pemp skoed. Ar beleg an evoa douget mab Mari ne ouie ket pebez ten-