Pajenn:Perrot - Dragon sant Paol.djvu/100

Adlennet eo bet ar bajenn-mañ
93
Dragon Sant Paol.




VIII DIVIZ

An drouis-meur e unan.

Sellet a ra gant tristidigez ouz e dud o vont da ambroug Paol. Hag e lavar goustad, goustad.

An hini hor salvas.Treac’het oun ganed Paol.
Treac’h eo beleg ar C’hrist da veleien an heol.
Echu eo va amzer, maro an doueou,
Va maro va-unan a glozo o lidou.

(Tec’hed a ra o kuzat e benn e pleg e vantell endre ma tizro an Arvoriz hag ar Vretoned youc’hadennou a levenez ganto).





IX DIVIZ

Bretoned hag Arvoriz.

PAOL.

En han Doue Drouiz deuz davedomp en dro,
Ar C’hrist en e iliz laouen az kemero.

URY.

Mil bennoz d’id o Krist, Doue nevez Arvor,
D’id adalek hizio ar vro-man zo digor.
Keit ha m’en dô Arvor ar mor glaz da c’houriz
Da hano vô meulet gant an oll Arvoriz.