Ha c’houi Breiziz d’e heul kemerit plas er vro,
Tud eveldoc’h biken e neb leac’h re ne vô.
Ha p’eo gwir va bleo gwenn a lavar e tosta
An amzer d’in da vont d’ar bed all da veva
E c’houlennan breman ouzoc’h oll Arvoriz
Kemeret en ho penn Wizur Roue Breiziz.
Breiziz hag Arvoriz unanet dindannan
A rai eur ouenn dispar n’hellfot biken kannan,
Eur ouenn hag a bado keit ha ma pado’r mor
Da c’houriza e glaz douar sakr an Arvor.
Komzou Ury zo sakr, komzou Ury zo fur,
Henor, henor, dezan, ha d’ar Roue Wizur.
Henor d’ar Vretoned ha meuleudi da Nuz
N’en deuz ket bet a aoun rak an dragon euzuz.
Hiviziken, mignon, ra vezi e peb leac’h
Gant an oll en Arvor lezhanvet Gournadeac’h,
Ha ra zavô er vro az gwelas o tremen
Tud yaouank eveldot, dispont e peb tachenn
A gerzo war araok, soun o fenn heb krena
Hag a raï ’r pez zo dleet heb damant da netra
Va dever nemed ken, am euz grêt, Tad karet
N’eo ket an oll her gra evel m’az peuz her grêt