Pajenn:Perrot - Dragon sant Paol.djvu/102

Adlennet eo bet ar bajenn-mañ
95
Dragon Sant Paol.




URY.

Henor henor da Baol ha da Nuz Gournadec’h,
Breiziz hag Arvoriz ho meulo e peb lec’h.
Keit ha ma vô komzet brezonek en Arvor,
Hoc’h haniou a jomo skoulmet e peb memor.

WIZUR.

Ha me c’helle gedal netra par d’an dra-man
Diou ouenn en em zavet ha prest d’en em gannan
Oc’h en em unani dindan bennoz kannad
Doue !

URY.

Doue !Chomit ganeomp bepred. — Bezit hon Tad.

WIZUR.

Ha p’eo gwir hor c’harit hol lezit da c’houlenn
Ma vô baz aour’n ho tourn, ha mintr aour war ho penn
Goude ne c’hedimp ken nemed m’hor c’hasfot oll
An eil goude egile da welet ar gwir heol,
An heol ne vez morze mantellet gant an noz
Hag a skleraï dalc’h mad liorzou ar baradoz.



Sant Nouga, d’ar 15 a viz Eost 1907.