Pajenn:Perrot - Dragon sant Paol.djvu/20

Adlennet eo bet ar bajenn-mañ


DRAGON SANT PAOL

————

I ARVEST

————

I DIVIZ

PATRIK ha NUZ.

PATRIK.

Hag a nevez ’ta Nuz ? Gant petra ’maout e chal
P’ema da zell ken trist ha da dal ken tenval
Lavar d’in petra c’hell krignat d’id da spered
Marteze ’m’euz louzou da voukaat da vorc’hed.

NUZ.

Va zal a zo tenval, ha va c’halon doaniet
Pa zonjan er goueliou a vo bremaïk lidet
Ha ne vin ket enno.

PATRIK.

Ha ne vin ket enno.Goueliou, pe seurt goueliou.
A zo ?