Pajenn:Perrot - Dragon sant Paol.djvu/21

Adlennet eo bet ar bajenn-mañ
14
Dragon Sant Paol.




NUZ.

A zo ?An drouized, hizio e Brengoulou.
A zo ganto Patrik, tantad ar goulou deiz
Ha kement arvoriad ’zo kalon en e greiz
Da genver ar gouel-man m’en deuz c’hoaz ar c’herzed
Adalek aot Kastell, tre betek Penn ar bed
Ne vank morse da zont ! Ah ! bremaïk en dervenn
Ar vro a bez a vô daoulinet er bedenn
Nemedoun-me hebken.

PATRIK.

Nemedoun-me hebken.O krouadur edro !

NUZ.

Tenn eo kuitaat a grenn doueou koz ar vro.

PATRIK.

Deac’h edos o c’houlenn, ma redje war da dal
Dour sakr ar vadiziant : Prest e oaz ha pa dal
Emaout oc’h hunvreal atao en doueou
Hag o sonjal zoken dizrei c’hoaz d’o goueliou.
Ar C’hrist pa vez kavet n’heller ket e guitaat
Ar pez a garet kent ’zo red ankounac’haat.
Ar C’hrist ne c’houlenn ket eun dra war zaouanter
P’en em roer dezan va mignon e ranker
En em rei penn da benn ha betek ar maro,
N’euz ket a urz gantan pa vezer en ero
Da zellet war al lerc’h na da jom da ehan
War araok eo red mont betek an tremenvan.