Pajenn:Perrot - Dragon sant Paol.djvu/26

Adlennet eo bet ar bajenn-mañ
19
Dragon Sant Paol.




II DIVIZ

NUZ, PATRIK, TELO, ha potred ar Run, MILLOUR, KADOUR.

KADOUR.

Petra rez aze Nuz ?
Petra rez aze Nuz ?O komz divarbenn Patrik.
Petra rez aze Nuz ? O komz Piou eo ?

PATRIK.

Petra rez aze Nuz ? O komz Piou eo ?Eun divroad
En deuz ranket tec’het euz e vro

NUZ.

En deuz ranket tec’het euz e vroEur breizad.

AR BOTRED.

Eur breizad !

PATRIK.

Eur breizad !A zo bet treac’het gant ar zaozon

KADOUR.

Ar zaozon a blanvas gwechall en aot Bloskon
Hag a redas ar vro euz eur penn d’egile.
O laerez, o laza betek hor bugale.
En o raok euz Breiz-Veur ho peuz ranket tec’het ?