Pajenn:Perrot - Dragon sant Paol.djvu/28

Adlennet eo bet ar bajenn-mañ
21
Dragon Sant Paol.



PATRIK.

Mil malloz d’ar zaozon !N’eo ket red o c’haret
Chom heb kaout outo drouk evelato zo red.

MILLOUR.

Pa n’oa mui seurt aman diouz o doare m’oar vad
Int eat warzu ho pro da ober eun droïad

PATRIK.

Daou c’hant vloaz penn da benn omp bet ouz o laza
Heb gellout o lakaat tamm ebed da giza
Dre ma falc’het unan dek all a zirede
Euz bro an anter-noz da glask heol ha leve.
Euz bro an anterAr baganiz oll a unan.
Henor, henor, d’an heol Roue ar sklerijenn
Ra gouezo puill hizio e vennoz war hor penn.

PATRIK.

Kaer on deuz bet gourin ouz an dud digernez
Koll a dapemp bep taol ha kiza reamp bemdez
Setu m’hon deuz tec’het pa n’oat mui vit herzel
Da glask pell diouz ar vro hor gwelas o c’henel
Eun toull distro bennak da veva didrabas.
E Kastell, e Rosko, e Bloskon hag e Baz
Emaomp meur a hini.

KADOUR.

Emaomp meur a hini.E koajou Balanan