Pajenn:Perrot - Dragon sant Paol.djvu/29

Adlennet eo bet ar bajenn-mañ
22
Dragon Sant Paol.

Ez euz deuet ivez Breiziz war a glevan
Da jom a nevez zo.

TELO.

Da jom a nevez zo.El leac’h ne garfe den
Na bleiz ebed beva.

PATRIK.

Na bleiz ebed beva.Kalz easoc’h eo tremen
Diouz al lôned gouez eget diouz tud a zo

TELO.

Hag ar marlonk e Baz, hennez eo o lounko
Ma ne girit diouall.

PATRIK.

Ma ne girit diouall.Ra blijo gant Doue
Diouall ar Vretroned ha Wizur o Roue
Diouz peb droug ha diouz dir ar zaozon digristen

MILLOUR.

Ra blijo gant Taran lakaat hiviziken
Flemmou e luc’hed kamm da ziskar peb den kriz
A venno dismantri ouenn zakr an arvoriz

NUZ.

Arvoriz ha Breiziz ma vefent a unan
A c’hellfe dont abenn euz Pôtred ar Skod-tan