Pajenn:Perrot - Dragon sant Paol.djvu/30

Adlennet eo bet ar bajenn-mañ
23
Dragon Sant Paol.



KADOUR.

Ya ! kanomp a unan kanaouenn an heol aour
Ma teurvezo miret seder hon diou ouenn baour :
Deuit ganeomp, breizad.

PATRIK.

Deuit ganeomp, breizad.Siouaz n’hellan ket mont.

KADOUR.

Abred pe zivezad e vezo red deoc’h dont.
Neb ne fell ket dezan dirak an heol plega
A vez taolet er mor d’ar pesked da lounka
A vez taolet er morAn oll
Henor ! henor ! d’an heol Roue ar sklerijenn
Ra gouezo puill hizio e vennoz war hor penn.

Goad gwin ha koroll[1]

D’id heol

Goad gwin ha koroll

Tan tan ! dir ! oh ! dir, tan tan dir ha tan
Tann tann ! tir ha tonn tonn ! tann
Tir ha tir ha tann.

  1. Cf. Barzaz Breiz, p. 47.
    Sang et vin et danse, à toi, soleil ! sang et vin et danse.
    O feu ! ô feu ! ô acier ! ô acier ! ô feu ! ô feu ! ô feu ! ô acier et feu ! ô chêne ! ô chêne ! ô terre ! ô flots ! ô flots ! ô terre ! ô terre et chêne.
    Et danse et chant, chant et bataille, et danse et chant.
    Danse du glaive, en cercle ; danse du glaive.
    Chant du glaive bleu qui aime le meurtre ; chant du glaive bleu.
    Bataille où le glaive sauvage est Roi ; bataille du glaive sauvage.
    O glaive ! ô grand Roi du champ de bataille ! ô glaive ! ô grand Roi.
    Que l’arc-en-ciel brille à ton front ! que l’arc-en-ciel brille.