Pajenn:Perrot - Dragon sant Paol.djvu/32

Adlennet eo bet ar bajenn-mañ
25
Dragon Sant Paol.




NUZ.

Ha ’ta Nuz dont a rez !It atao mont a rin
O c’hedal Lan Gerlaz ha Sane Kerivin
Emaon eur pennad ’zo.

MILLOUR.

Emaon eur pennad ’zo.Ha c’houi jomo gant Nuz
Pe ganeomp e teufot da c’houel an heol ruz !

PATRIK.

Na ganeoc’h na gant den, rak ne c’hellan ket mont.

KADOUR.

Ha petra ’ta neuze a vir ouzoch da zont.

PATRIK.

Ne blegan ket va glin dirak ho Toueou
Rak ho Toueou-c’houi n’int nemed hunvreou
Eun Doue zo ha n’euz nemed unan hebken
En nenv war an douar hag en iferniou yen.

MILLOUR.

Ah ! paourkeaz reuzeudik, tav gant da wall gomzou
Ha diouall ne zounnfe da deod en da c’henou.

KADOUR.

Evelse ’ma Breiziz, oh ! n’oun ket souezet
E vefent dre ar bed taolet ha distaolet,
Trei o deuz great o c’hein da zoueou ar vro,
Hag o malloz breman a gouez pounner warno.