Pajenn:Perrot - Dragon sant Paol.djvu/33

Adlennet eo bet ar bajenn-mañ
26
Dragon Sant Paol.

Tec’homp ac’han Potred, n’eo ket brao chom aman
En aoun ne ziskennfemp izelloc’h da domman.


III DIVIZ

PATRIK ha NUZ.

NUZ.

Mouez ar goad a gomz hag a lavar d’in mont
Da heuill va c’henvroiz d’ar goueliou a lidont
Evit tenna bennoz an doueou er vro
Ne garfen ket beza kiriek euz he maro.

PATRIK.

Mad eo karet ar vro, mad eo karet ar ouenn
Mez karantez ar C’hrist a dle beza e penn
An oll garantesiou.

NUZ.

An oll garantesiou.Ho kenteliou zo bet
D’am c’halon evel gliz d’ar bleun, hag em spered
Me gave d’in edo goulou deiz o para,
Ha pa dal e teuan ha ne welan netra.

PATRIK.

N’az peuz ket gouezet Nuz, diouall mad an haden
A ziouane ennout ken drant ha ker kempenn