Adlennet eo bet ar bajenn-mañ
29
Dragon Sant Paol.
NINIAN.
Ha goude ma rankfe mont war e varlochou
Peb arvoriad a dle mont da ouel Brengoulou
GUY.
Eun nebeud deizou zo ec’h heuilh ar Vretoned
Ha me zo sur o deuz troët fall e spered.
PATRIK.
Gant Breiziz eo ema breman ar sklerijenn
Hoc’h hini ’n he c’henver a zo tenvalijenn
GUY.
Gwelet a rit potred, kouezet oun war an tres
Nuz a zo touellet gant sorc’hennou hennez
EDERN.
E glevet am euz deac’h o komz gant disprijans
Euz Doueou ar vro.
NINIAN.
O tarempredi re ar boued ar goun-man
GUY.
Me lavare ato oa da ziouall outan.
ORVOEN.
Ma vez anat ho peuz digoret ho kenou
Da skigna c’hoaz eur gomz eneb hon doueou
Diouallit.