Pajenn:Perrot - Dragon sant Paol.djvu/37

Adlennet eo bet ar bajenn-mañ
30
Dragon Sant Paol.




NINIAN.

Diouallit.A hent all ni raio eur vransell
Gant skourrou hor gouez tann hag ar pewar avel
He c’haso deoc’h en dro.

GUY.

He c’haso deoc’h en dro.Stourm ouz an doueou
Ho kouzanv er vro-man !

ORVOEN.

Ho kouzanv er vro-man !Chom heb mont d’o goueliou
Ha klask zoken miret ouz ar re all da vont !

NINIAN.

Piou a welas biskoaz eun den ken divergont !

EDERN.

Deuz ’ta Nuz, mall eo mont.

GUY.

Deuz ’ta Nuz, mall eo mont.Mil malloz war da benn,
Enebour an Heol ruz. Diouall ouz da groc’hen

PATRIK.

Ne grenan dirak den ! dirak Doue her gran.
Ouz e gounnar hebken e tlefet ober van.
(O velet Nuz o vont da heul ar re all).
Hag ez ez ?

NUZ.

Hag ez ez ?Mont a ran. Kenavezo Patrik.