Pajenn:Perrot - Dragon sant Paol.djvu/38

Adlennet eo bet ar bajenn-mañ
31
Dragon Sant Paol.




V DIVIZ

PATRIK e unan.

Ah ! tec’het a rez Nuz ! Krouadur reuzeudik
Rak eur ger az peuz aoun, rak eur zell e krenez
Rak tud hag az kourdrouz war an taol e sentez,
N’az peuz ket bet an nerz a ro ar Zakramant
Hag e plegez da benn d’an disterra tourmant.
Gant va deskadurez, dirak da zaoulagad
Tra nemed gleur ar C’hrist n’am euz gellet lakât
Ha krena ran breman o sonjal pa vezi
Pell diouzin, ar c’hleur-ze a c’hell dont da deuzi.
Perak ivez o Krist hol lezit evelhen,
’Evel eïn dianket, den ebed d’hor c’helen
Euz ar re a gargit da ren an eneou.
A dreuz strouez ar bed betek porz an nenvou.
Ma selaouit peden Wizur ha tud e lez
Kent pell c’houi vo meulet dre an Arvor a bez
Kent pell an drouized gant o falz doueou
A gollo o galloud war an oll sperejou
Kent pell an arvoriz n’o dô med eun Doue
Ha c’houi o Krist Jezuz a vo an Doue-ze.