Pajenn:Perrot - Dragon sant Paol.djvu/39

Adlennet eo bet ar bajenn-mañ
32
Dragon Sant Paol.




VI DIVIZ

PATRIK, NAN.

PATRIK.

Sell te zo dizro, Nan ; bet out betek enno.

NAN.

Ya ! mez eur goall zarvoud ’zo digouezet hizio
Epad m’edo Goulc’hen o vesaat an denved
Et stank Kerliviri, tri bleiz zo bet saillet
Euz a goat Kervenguy.

PATRIK.

Euz a goat Kervenguy.Tri bleiz e kreiz an deiz ?

NAN.

Da dri euz hon lôned o deuz roet lojeiz
En o skrinou marlonk. Ha Goulc’hen zo bet brao
Dezan pa n’eo ket bet taget mui ’get ne d’eo
O lakaat anezo da reusteuler o fred.

PATRIK.

Goulc’hen zo bet dantet ?

NAN.

Goulc’hen zo bet dantet ?Netra’. N’euz drouk ebed.