Pajenn:Perrot - Dragon sant Paol.djvu/40

Adlennet eo bet ar bajenn-mañ
33
Dragon Sant Paol.




PATRIK.

Mad ! Gwell a ze. N’euz forz arabad eo gortoz
Evit dizrei d’ar gear ma vezo deuet an noz.

NAN.

Eozen ’ zo diblaset eun tachad mad a zo
Gant ar moc’h, ha Goulc’hen abarz pell a vezo
Keit hag hen. Ar c’hezeg a deu gant an hent doun
Hag al lôned korn zo breman er c’hreac’h sounn.

PATRIK.

Mad eo !


VII DIVIZ

PATRIK, NAN, ARZEL, SENY, UFFOL ha FREGAN.

ARZEL.

Mad eo!Patrik ?

PATRIK.

Mad eo! Patrik ?Petra ?

ARZEL.

Mad eo! Patrik ? Petra ?Eun toullad laeron-mor
A deu warzu aman ; e kichen stank al lor
Emaint o tiskuiza.