Pajenn:Perrot - Dragon sant Paol.djvu/41

Adlennet eo bet ar bajenn-mañ
34
Dragon Sant Paol.




PATRIK.

Emaint o tiskuiza.Hag int eur maread ?

ARZEL.

N’eo ket bet tost d’in chom d’o c’honta ! eo m’oar vad.

PATRIK.

Grit d’an tri all sevel ha klask o c’hlezeier
Ha lemmit ho koafou[1] ma c’hortozimp al laer.
(Da Nan)
Kemer da gorn boud-arm ha boud dre ar c’hoajou
Ma vo spountet yan zaoz gant trouz an ekleoiou.

NAN.

Emaint o tont, klevit !

SENY.

Emaint o tont, klevit !Gourinadek a vo.

UFFOL.

Lez anezo da zont.

SENY.

Lez anezo da zont.Kan a glever ganto[2],

ARZEL.

Bremaïk da gredi eo e kanint eur zon all.

  1. Koafou e galleg : lances.
  2. Klevet a rear o tont a bell eur poz pe zaou euz eur ganaouenn santel bennak, evel euz kan al labourer devot.