Pajenn:Perrot - Dragon sant Paol.djvu/42

Adlennet eo bet ar bajenn-mañ
35
Dragon Sant Paol.




UFFOL.

Gwelet a raínt bremaik ha ni c’hoari da fall.

FREGAN.

Ah ! Potred, en ho raok eur wech hon deuz tec’het
Mez ne dec’himp ket ken.

UFFOL.

Mez ne dec’himp ket ken.Goad ho pô d’ho sec’hed.

ARZEL.

Tostaat a reont !

FREGAN.

Tostaat a reont !Oh mad ! laoskit i, loskit i
Mez e leac’h kik kristen a gavint da zibri...

PATRIK.

Fazia a ran kalz mar d’eo eur c’han brezel
Ar pez a vez klevet euz an traon o sevel.

NAN.

Unan, daou, tri. — Sell ’ta, na pebez gwiskamant.

ARZEL.

Toucherou zo ganto da zestum hon arc’hant.

FREGAN.

Oh ! sell’ta marzuz eo ! Drouized int glaoustre
O vont da c’houel an heol.