Pajenn:Perrot - Dragon sant Paol.djvu/43

Adlennet eo bet ar bajenn-mañ
36
Dragon Sant Paol.




NAN.

O vont da c’houel an heol.Ya, n’ho deuz ken doare.

PATRIK.

Fazia a ran kalz’ mar d’eo gwir laeron-vor
Tud hag a zo gwisket e giz Menec’h Bangor.


VIII DIVIZ

Ar re a oa kent

Paol hag eur manac’h yaouank
Ha tri denjentil yaouank

KOLUMBAN, KIERAN, ha SAN.

PAOL.

En han’ an Tad ar Mab hag ar Spered Santel
Bezit oll benniget gant Doue ar brezel.

PATRIK.

Ya daoulagad trellet zo gaouïad marteze ;
Ha gwir eo e vefe beleg ar C’hrist aze ?

PAOL.

Me eo beleg ar C’hrist a red mor ha measiou.
Evit kaout da gelenn eun nebeud eneou
War urz an nenv kaset teir gwech betek ennon
Am euz kuiteat Breiz-Veur evit diskenn e Leon