Pajenn:Perrot - Dragon sant Paol.djvu/44

Adlennet eo bet ar bajenn-mañ
37
Dragon Sant Paol.

Da fuilla er c’horn-man va c’homzou ha va foan
Ma teuio warnezo, kristenien da ziouan.

PATRIK.

Kannad ar C’hrist, d’o treid skuizet gant ar bale
Hol lezit da bokat an eil goud’egile.
(pokat a reont).
Rak ni a zo ivez ginidik euz Breiz-Veur
Hon deuz kuiteat hor bro, tizet gant an dizeur.

PAOL.

Anat eo diouz ho yez n’oc’h ket eun arvoriad.

PATRIK.

Nan, ni zo Bretoned, ha kristenien, va zad.
Mez eur pennadik-zo hor beleg zo marvet
Hag abaoue hor mestr ha ni zo glac’haret
Ha bemdez e pedomp hag emaomp o c’hedal
Ma plijo gant Doue rei deomp eur beleg all.
Ha ! red eo koll eun dra araok gellout anaout
Pebez talvoudegez, mad awalc’h a c’hell kaout !

PAOL.

Pe hano’n deuz da vestr ?

PATRIK.

Pe hano’n deuz da vestr ?Wizur eo e hano.

PAOL.

Ha bras eo e c’halloud ?