Adlennet eo bet ar bajenn-mañ
38
Dragon Sant Paol.
PATRIK.
A anav anezi, ha n’eo ket souezuz,
Rak dispar eo an den : kalonek ha nerzuz,
Speredok ha kristen, ne vank netra dezan
Evit beza doujet.
PAOL.
A bleg dezan ivez ?
PATRIK.
Mestr ebed evit gwir ; peb hini ra d’e c’hiz.
Ury o Roue-meur a zo deuet kabac’h
Ha n’en deuz nerz ebed pa zav eun tamm dispac’h
Evit lakaat ar peoc’h : an Drouiz eo a zo
Abaoue meur a vloaz o kas an traou en dro.
PAOL.
An drouiz ? Drouized’ zo c’hoaz aman e kus ?
PATRIK.
Eur gouel a reont hizio en henor d’an heol rus.
PAOL.
E p’ leac’h ema Wizur ?
PATRIK.
Ema o chom.