Pajenn:Perrot - Dragon sant Paol.djvu/47

Adlennet eo bet ar bajenn-mañ
40
Dragon Sant Paol.

O deuz great eun dismantr euz ouenn an Arvoriz
Ha betek hen hon deuz gellet ober hor giz,
Den n’en deuz c’hoaz kavet e oamp a re ’n eur vro
Zo bet touzet ker berr gant falc’h dir ar maro.
Ar pez a c’hell lakaat an tabut da ziroll
Eo dre ma fell dezo hor gwelet o vont oll
Hizio da c’houel an heol a reont tostik aman
Ha n’omp ket evit mont wardro lidou pagan
Anez trei kein d’ar C’hrist, ar pez ne raimp biken.

PAOL.

Nan n’oc’h ket evit mont da oueliou digristen.

PATRIK.

Hag am euz aoun spountuz rak potred ar c’hil krog,
Ar re-ze ’n eur dremen dreist oll a gomzas rog :
« Prim e vijemp rinset euz ar vro emezo
« Ma n’oa ket mad deomp mont da ober eveldo. »
A drugarez Doue, emaoc’h ganeomp breman.

PAOL.

Fisiit en ho tivreac’h hag er C’hrist da gentan.

PATRIK.

Mirit en han Doue, na beurgasfet hor gouenn.

KOLOMBAN.

Eun toullad bugale, Aotrou Paol o tremen.