Pajenn:Perrot - Dragon sant Paol.djvu/48

Adlennet eo bet ar bajenn-mañ
41
Dragon Sant Paol.




PATRIK.

Da ouel an heol ez eont ar vugaligou paour
O kas gantan dezan kurunennou bleun aour.


IX DIVIZ

PAOL, PATRIK hag ar Vugale

PAOL.

Tostaït bugale, n’eo ket da deoc’h kaout aoun.
C’houi zo mignon d’in-me, na spountit ket raozoun.
Pe leac’h ho peuz kavet ho pleuniou alaouret ?

BENEN.

E stank Kerliviri hon deuz o destumet.

PAOL.

Deuz aman ’ta d’am c’haout, potrik e benn tenval
Ha me lakaï d’eoc’h oll, merk ar C’hrist war ho tal.

BENEN.

Ar C’hrist, piou eo hennez ?
(Benen da Neventer, ar binanna).
Ar C’hrist, piou eo hennez ?Deuz ’ta.

NEVENTER.

Ar C’hrist, piou eo hennez ? Deuz ’ta.Aoun !!!

BENEN.

Ar C’hrist, piou eo hennez ? Deuz ’ta. Aoun !!!Deuz atao.