Pajenn:Perrot - Dragon sant Paol.djvu/56

Adlennet eo bet ar bajenn-mañ
49
Dragon Sant Paol.




ERWAN.

Etouez ar baganiz.Bah ! red eo kemeret
An dud evel m’emaint.

PRIMEL.

An dud evel m’emaint.Edoug an noz edont
Wardro ar wezenn dann, o youc’hal ma oa spont
O c’hlevet.

DIVI.

O c’hlevet.O pedi eo e oant evelse

PRIMEL.

Pounner glev rank beza o doueou neuze

ERWAN.

Arabad eo deomp klemm, pa neuz ket re a dro
Brao eo pa c’houzanvont achanomp barz ar vro

JERMEN.

Ah ! penaoz n’oc’h ket eat d’an dervenn da vragal
Hizio ganto dioc’hu, p’o c’harit kement all.

ERWAN.

Perak n’o c’harfen ket ? Paganiz int gwir eo
Mez ha gwellaat a raint o kasaat anezo.
Eleac’h beza dalc’hmad o klask kement a c’hell
Lakaat trouz ha tabud etrezomp da zevel
Perak ne glaskfemp ket evit beza krenfoc’h