Pajenn:Perrot - Dragon sant Paol.djvu/57

Adlennet eo bet ar bajenn-mañ
50
Dragon Sant Paol.

Da stourm ouz ar zaozon, en em glevet pelloc’h
Ganto !

DIVI.

Ganto !Gant paganiz !

JERMEN.

Ganto ! Gant paganiz !Tud mil milliget
A vez gant dourn Doue ken stris all kastizet !

PRIMEL.

Ankounac’heat ho peuz ar pez a c’hoarvezas
E kear Iz n’euz ket pell edoug ar goueliou bras

SULIAU.

Ar mor en e gounnar lammet dreist ar sklujou
A weledas ar gear e kreiz he dizursiou.

Petra zo’ nevez e kear Iz
Ma zeo ker foll ar yaouankiz
Ma klevan me ar biniou
Ar bombard hag an delennou ?

N’euz e kear Iz netra nevez
An ebatou a vez bemdez
N’euz e kear Iz nemed traou koz
An ebatou a vez bennoz

Bodennou drez zo diouanet
Dor an iliz a zo prennet
Ha war ar beorien o ouela
Ec’h hisser ar chas d’o drailla.