Pajenn:Perrot - Dragon sant Paol.djvu/59

Adlennet eo bet ar bajenn-mañ
52
Dragon Sant Paol.




JERMEN.

Bah! lez ar sonjou ze pell diouzit da nijal
P’emaomp aman emaomp ha n’eo ket e leac’h all.
Kemer da delenn barz ha sav eur ganaouenn
A vo goest da lakaat hor c’halonou laouenn.

SULIAU.

Amzer ar blijadur, siouaz zo tremenet
Penaoz e kanin deoc’h, va zelenn zo merglet
Ha va c’halon a ouel, noz deiz a ouel em c’hreiz
O welet pegement eo diskaret hor Breiz.

ERWAN.

Ah ! piou a oar !... gwellaat a raï an traou da vont
Barz kemer da delenn ha kan ar vro da zont.


II DIVIZ

PRIMEL, ar GEDOUR, DIVI, JERMEN.

PRIMEL.

Ar gedour o tiskenn — nevezenti a zo
Gantan. — Ah ! ta gedour hag a nevez er vro ?

AR GEDOUR.

Patrik a deu d’ar gear ha tud war varc’h gantan.