Pajenn:Perrot - Dragon sant Paol.djvu/62

Adlennet eo bet ar bajenn-mañ
55
Dragon Sant Paol.

E Baz pell diouz an trouz o lenn hag o skriva
Hag o pedi Doue e kar hor mestr beva.

JERMEN.

N’oun ket penaoz e pad.

DIVI.

N’oun ket penaoz e pad.Kaout a rai e varo
Er c’hos toull kutez-ze

PRIMEL.

Er c’hos toull kutez-zeAn dragon hel lounko
Gwelet a vezo great.

PAOL.

Gwelet a vezo great.Eun dragon zo e Baz ?

PRIMEL.

Eun dragon zo eno.

DIVI.

Eun dragon zo eno.Chê ! n’her gwiec’h ket c’hoaz.

PAOL.

Ar wech kenta eo deomp da glevet kement all.

PRIMEL.

Eul lagad ruz heb ken dezan e kreiz e dal,
Skantou glaz ha kalet tro wardro d’e ziouskoaz
Ha kement pe vrassoc’h hag eur c’hole daou vloaz