Pajenn:Perrot - Dragon sant Paol.djvu/64

Adlennet eo bet ar bajenn-mañ
57
Dragon Sant Paol.

Euz an amzer da zont, taol distaol euz eur vro
En eun all,

KERAN.

En eun all,Ya ! an Tad, adarre hor miro

SULIAU.

Kenvroïz pa deuit euz bro goz hon Tadou
Livirit deomp penaos ema eno an traou ?

PAOL.

Ne wella ket an traou da vont c’hoaz e Breis-Veur

SULIAU.

Atao ema an tan, atao ema’n dizeur ?

PAOL.

Atao,

SULIAU.

Atao,Atao ema al lagerez ?

PAOL.

Atao, Atao ema al lagerez ?Atao.

KOLOMBAN.

Ar zaozon digernez a zo bemdez war zao

SULIAU.

Mil malloz war o fenn ? — Perak n’omp ket chomet
Da stourm betek mervel en hor bro mahomet