Pajenn:Perrot - Dragon sant Paol.djvu/66

Adlennet eo bet ar bajenn-mañ
59
Dragon Sant Paol.




ERWAN.

O kaout Pennou ar vro :Ra vô Doue meulet
Rak evel ma laka d’ar bugel d’e zevel
Eur vamm garantezuz e kichen e gavel
’Velse d’ar Vretoned harluet euz o bro
E ro eur Vreiz nevez ha Sent hag he savo



IV DIVIZ

Ar re a oa kent, AR GEDOUR.

AR GEDOUR.

Daou bôtrik yaouank flamm a zo e tal an nor
Anter zihalanet hag a c’houlenn digor.
Euz a ouenn tud jentil a gredan int ganet
Kaer eo o gwiskamant ha kaeroc’h o gened.

ERWAN.

Mad diskenn ha digor ha gra dezo pignat
Ma vô gwelet piou int.

Ar gedour a ya kuit.