Pajenn:Perrot - Dragon sant Paol.djvu/67

Adlennet eo bet ar bajenn-mañ
60
Dragon Sant Paol.




V DIVIZ

Ar re a oa kent, NUZ ha TELO.

PATRIK.

Ma vô gwelet piou int.Nuz ha Telo m’oar vad,
Te eo Nuz !

NUZ.

Te eo Nuz !Ya me eo ! ha Telo zo ganen
Deuet hon daou d’ar red adalek an Dervenn
Evit lavaret deoc’h ema an arvoriz
Kounnaret oll spountuz o tont aman gant tiz

ERWAN.

Kounnaret ha rak piou ha perak ?

TELO.

Kounnaret ha rak piou ha perak ?Eneb deoc’h.

PRIMEL, ERWAN.

Eneb deomp ?

TELO.

Eneb deomp ?Oh ! tec’hit buhanna ma c’helloc’h
Nemeur e talefoc’h e vo re zivezad,
Sur mad !