Pajenn:Perrot - Dragon sant Paol.djvu/68

Adlennet eo bet ar bajenn-mañ
61
Dragon Sant Paol.




ERWAN.

Sur mad !Ha petra ra d’an dud-ze hor c’hasât
Kement all !

TELO, Nuz epad an amzer-man a zello kenan ouz Paol.

Kement all !An Drouiz en deuz o fennfollet
O lavaret dezo bremaìk edo kollet
Ar vro ma c’houzanfjet enni eun den hebken
Ha ne bleg ket e c’hlin war dachenn an dervenn
Ha toui ruz glaou tann o deuz great oll raktal
E vije benn an noz great d’ho mell kein strakal
War gerreg an torraod.

PAOL.

War gerreg an torraod.Na spountusa kelou

ERWAN.

Va goad em izili a skourn ouz ho selaou.

AR MANAC’H.

Betek pegoulz o Krist e vezimp evelhen
Taol distaol euz an eil lac’hadek en eben.

NUZ.

Ni ne gredomp ket ken e beleien a zo
O brasa plijadur gwelet goad dirazo
Doue a zo Doue abalamour m’eo mad
Ha klask a ran e skeud en neb zo e gannad
Ha set’aze perag omp diredet d’ho kaout
Ha da vervel ganeoc’h.