Pajenn:Perrot - Dragon sant Paol.djvu/69

Adlennet eo bet ar bajenn-mañ
62
Dragon Sant Paol.




PAOL.

Ha da vervel ganeoc’h.Danvez eur c’hristen out

PATRIK.

Setu beleg ar C’hrist ! Nuz !

TELO.

Setu beleg ar C’hrist ! Nuz !Ah ! Ah ! pell a zo
Edomp ouz ho kedal da zigouezout er vro.

PAOL.

Bennoz ar C’hist warnoc’h ho taou va bugale
Ha ra vezo Jezuz laouen ouz hoc’h ene

NUZ.

Mar plij ganeoc’h lakaat an dour sakr war hon tal
E varvimp vel m’eo dleet hag e varfemp raktal

PATRIK.

Tec’homp buhan buhan ; divezatoc’h e Baz
An Tad a raï warnoc’h gant an dour sin ar groaz
Pe mar plij gant ar C’hrist e varfec’h er stourmad
Nemed kaëroc’h a ze badezet en ho koad
E vefoc’h da bignat etrezek ho Toue.

ERWAN.

D’an traon goazed d’ar red. Sammit ar vugale