Pajenn:Perrot - Dragon sant Paol.djvu/75

Adlennet eo bet ar bajenn-mañ
68
Dragon Sant Paol.




Eiz mab am euz ganet seiz er vrezel so marvet
Ho ped truez ouzin laoskit ganen an eizved.

Evel bleuniou tener falc’het araok ar mare
Nemed urz a rofec’h ni a woenvo dizale

Ar bugel-man zo glan, klevit eta e lenvou
Mirit n’hen defe glas, ho mignonik eo Aotrou



X DIVIZ

Ar re a oa kent, PRIMEL hag ERWAN ouspenn.

PRIMEL, o tont d’ar red.

An arvoriz er porz, dor ar c’hreac’h zo torret
Diskennit gant ar vins.

AR RE VIHAN.

Diskennit gant ar vins.O Tad emaomp kollet

ERWAN.

Kemerit dre aman...

PAOL.

Kemerit dre aman...Diskennit da genta

ERWAN.

An hent dindan zouar a gas d’an aod tosta
Hag er bigi da Vaz, eno e vimp suroc’h.