Pajenn:Perrot - Dragon sant Paol.djvu/76

Adlennet eo bet ar bajenn-mañ
69
Dragon Sant Paol.




PAOL.

Ya betek Baz ez aïmp, ne dec’himp ket peîloc’h.

ERWAN.

Klevet a rear o tont d’an neac’h potred ar rïns.

PAOL (da unan hag a gemer an hent fall).

N’eo ket aze eo mont, ama ema ar vins.



XI DIVIZ

AN ARVORIZ.

Deomp, deomp, deomp, deomp, deomp, deomp d’ar gad.
Deomp breur, deomp kar, deomp mab, deomp tad
Deomp, deomp, deomp oll, deomp ta tud vad.

Kalon vit lagad, penn vit breac’h
Ha laz vit blonz, ha traon ha kreac’h
Ha tad vit mab, ha mam vit merc’h

Dao ! d’ar gristenien dilidou
Ra varvint oll a strolladou
Diskaret gant hon doueou.

KADOUR.

Aman n’euz den ebed, goullo eo ar gaoued