Pajenn:Perrot - Dragon sant Paol.djvu/79

Adlennet eo bet ar bajenn-mañ
72
71
Dragon Sant Paol.




II DIVIZ

WIZUR hag e floc’h, PAOL hag ar Vretoned.

PAOL.

Ah ! setu i Aotrou !Doue r’ho pennigo.

WIZUR.

Beleg ar C’hrist hoc’h c’houi ?

PAOL.

Beleg ar C’hrist hoc’h c’houi ?Ya da ! me eo !

WIZUR.

Beleg ar C’hrist hoc’h c’houi ? Ya da ! me eo !C’houi eo
Ah ! pelloc’h eo plijet gant Doue hor selaou
Ha lakât da baouez hol lenv hag hon daëlou.
Mil meuleudi dezan.

PAOL.

Mil meuleudi dezan.War e urz zo deuet
Teir gwech betek ennon ; oun euz va bro tec’het
Da zont betek aman !

WIZUR.

Da zont betek aman !Mez ouz piou e komzan ;
C’hoant am euz da lavaret ec’h anavezan
Ac’hanoc’h. Ha n’eo ket c’houi eo mab Perphius
Penn-ohen ?

PAOL.

Penn-ohen ?Eo da !