Pajenn:Perrot - Dragon sant Paol.djvu/81

Adlennet eo bet ar bajenn-mañ
74
Dragon Sant Paol.




JERMEN.

E vezimp c’hoaz falloc’h. Aman !An arvoriz
A deu warnomp en dra c’hellont gant an Drouiz
Hag Ury en o fenn.

WIZUR.

Hag Ury en o fenn.Petra c’hoarvez ganto
P’emaimt ken egaret ?

ERWAN.

P’emaimt ken egaret ?Ni zo war o meno
O chacha war ar vro malloz an Doueou
Pa n’eo ket mad d’eomp mont d’an dervenn d’ho goueliou
Ha rins a rank beza great warnomp oll dioc’htu.

JERMEN.

Ne jom euz ho kastell nemed eur bern ludu.

DIVI.

Ha c’hoaz eo bet brao deomp gellout en em denna.

WIZUR.

Kredi’rit e teuïnt warnomp betek aman ?

JERMEN.

Dall int gant o c’hounnar, ha war ger an Drouiz
E yaffent d’ar maro hep gina e nep giz.