Pajenn:Perrot - Dragon sant Paol.djvu/82

Adlennet eo bet ar bajenn-mañ
75
Dragon Sant Paol.




WIZUR.

Diskennit war an aod, ha ma kredont tostât
Grit d’ho pirou c’hoari m’o lakaint da bellât.
Diouallit koulskoude da vont re er c’hus-heol
En aoun ne lakafec’h an dragon da ziroll
Ha da zailha warnomp.

JERMEN.

Ha da zailha warnomp.Teuleur a raimp evez.

Tud Wizur ’en em denn.





III DIVIZ

WIZUR, PAOL an dud Jentil Breizad hag ar Vugale.

WIZUR.

Na pebez enkrezenn e kreiz va levenez.

PAOL.

Neb na ouel ket er bed, nak en deiz nak en noz
A vezo beac’h dezan c’hoarzin er baradoz.
Arabad koll kalon ; pa vez ar barr amzer
En e voasa e vez tosta an amzer gaër ;
En izelved paour-man Doue a ren peb tra
Ha ren a oar Wizur, bezit dinec’h eta !