Pajenn:Perrot - Dragon sant Paol.djvu/83

Adlennet eo bet ar bajenn-mañ
76
Dragon Sant Paol.




WIZUR.

Hunvreou am euz great aman n’eo ket diouz kont
Divvarbenn an Arvor hag he amzer da zont.
Va youl araok mervel oa gwelet an diou ouenn
Breiziz hag Arvoriz unanet da viken
Dre ar goad, dre ar feiz, dre ar yez, dre ar vro
Ha goest hiviziken da stourm ouz ar maro.
Da viret ouz estren da zont ken d’o goaska
Da laërez diganto o zammik peadra
Va youl araok mervel oa gwelet en Arvor
Eun heol nevez o skuilh e sklerder hag e c’hor,
An Arvoriz o nac’h o doueou pagan
Hag o sevel dre oll ar groaz war ar peulvan.
Ya youl araok mervel oa gwelet an douar
Irvi edok ennan troët gant an alar,
Gwelet e tal peb ti, kalz a vugaligou
Ker koant ha ker sentuz hag elez an nenvou
Ha setu en eun taol va hunvreou teuzet
Hag an had a hademp o tiouan frigaset

PATRIK.

Eun arvoriad a zo ha pa ne vefe ken
Ha pa varfe hirio a varvo e kristen.

WIZUR.

Ha gwir eo kement-ze ?

PATRIK.

Ha gwir eo kement-ze ?An Tad her badezas.
O tont aman bremaik e stivel Porz an Treaz.