Pajenn:Perrot - Dragon sant Paol.djvu/85

Adlennet eo bet ar bajenn-mañ
77
Dragon Sant Paol.




NUZ.

Nerz Doue eo Telo, a zo em goazied.

TELO.

Me gren rak ar maro.

NUZ.

Me gren rak ar maro.Badezet en da c’hoad
Kaër e pìgnimp hon daou etrezek hor gwir Dad.
Arabad eo krena.

TELO.

Arabad eo krena.Ar vuez a zo c’houek
D’an neb a zo yaouank, seder ha kalonek

NUZ.

Mervel zo beva gwell e liorz kaër an nenvou,
Mervel zo divleuma da gaout kaëroc’h bleuniou.

TELO.

Ha va mamm ha va zad, o c’halon a fraillo
Gant ar c’hlac’har ember pa gavint ti goullo.

NUZ.

Hon elez mad Telo war o eskelligou
Euz an nenv a deuio da zec’ha o daëlou.

PAOL.

O Krìst ema lakeat, war barlenn an Iliz
An damouezenn genta perlezennet a c’hliz