Pajenn:Perrot - Dragon sant Paol.djvu/86

Adlennet eo bet ar bajenn-mañ
79
Dragon Sant Paol.

Destumet en Arvor...
Destumet en Arvor...Na pebez eost eta
Ma vez gellet e varn diouz ar penn ed kenta
A gaver en dachenn a zestumoc’h ember
Ma teurvezit miret an eosterien seder.

WIZUR.

Oh ! ar C’hrist ne c’hell ket o tigas en dachenn
Hag ho tiskar kerkent, c’houi c’hoaz war ar c’hlizenn.
Mez kontit d’in penaoz ho peuz bet urz Doue
Da zont betek aman.

PAOL.

Da zont betek aman.Eun dervez ar Roue,
Eur c’hristen mad a zen, am galvaz en e lez
D’am fedi da brezeg en e rouantelez
Dezan ha d’e dudou, hag en eul lec’h pe lec’h
Pell oun bet o prezeg ar C’hrist gant va menec’h
Betek ma savas c’hoant gant ar Roue kristen
D’am lakât da Escob, me beac’h d’in en em ren.
O klevet kement all, oue dare d’in semplan
Ha me ha mont d’e gaout ha lavaret dezan :
Gwell eo ganen beza o redet ar moriou
Taolet ha distaolet er vann gant an tarsiou,
Kaset gant an harlu euz eur vro en eben
Heb habaskded ebed, eged ne d’eo ganen
Dougen eur vaz Eskob re bounner diouz va dourn
P’eo gwir ar vaz abad a zo tenn evidoun.
Mez ar Roue warnon a reas c’hoas goasoc’h goaz,
Ha me lakeat gantan nec’hetoc’h’ged biskoaz