Pajenn:Perrot - Dragon sant Paol.djvu/87

Adlennet eo bet ar bajenn-mañ
80
Dragon Sant Paol.

Ha lakaat doun em fenn tec’het pell diouz va bro
Ha diouz ar c’hargou bras n’oan ket great evito.
Evelato en aoun da vont’ eneb Doue
O tizenti a grenn ouz lavar ar Roue
E pediz va Zalver da ober d’in anaout
Petra c’hede diouzin, e rajen va galloud
Evit senti outan. Setu ma tiskennas
Eun eal e kreiz an noz hag e c’hourc’hennennas
D’in treuzi ar mor glas heb chom ken da zale.
Pa gasis ar c’helou euz a ze d’ar Roue
Ne fellas ket dezan va lezel da dec’het
Ha pa ne ve d’e dud biken n’em bije bet
Aotre da vont en hent. Araok kuitaat e lez
Evit merka ez ean euz e rouantelez
Vel kent gant e c’hrad vad, e c’houlenniz eun dra.
Unan euz ar seiz kloc’h a c’halve da breja
An dud en e balez. Mez ne reaz van ebed
O klevet va goulenn, ha me en hent bepred,
Daouzek beleg ganen, nied ha kendirvi
Hag e teujomp euz Breiz da Eusa war bigi
Bet dare deomp beuzi hed an hent meur a dro.
Eun eil gwech, Eal Doue a gomzas d’in eno :
N’eo ket aman’ mezan war eun dosenn ken enk
Ha skoët a bep tu gant an tarsiou direnk
Eo e fell d’an aotrou az kwelet dibreder,
Pelloc’h eur bobl a bez a zo warnez ober
Eun digemer kaër d’id, — eur bobl a bez az ked
A raï vad d’az kalon ha dudi d’az spered,
Eur bobl a bez a ri dezan anaout Jezuz
Ha dilezel da vad an doueou euzuz.