Pajenn:Perrot - Dragon sant Paol.djvu/88

Adlennet eo bet ar bajenn-mañ
81
Dragon Sant Paol.

Ken aliez a zen az pezo digaset
Diwar an hentchou fall m’oant warno dianket,
War hent ar Baradoz, kent aliez a zen
A raï d’id er bed all eur gaër a gurunen.
Pelloc’h eta dillo ! Doue a zo ganed
Ha ni’ darre war vag hag en hent divorc’hed
Etrezek an aochou a welet o venna
Tostik tost deomp ker brao er sav heol da Eusa.
Pa zouaremp, an Eal evit an drede tro
A ziskennaz d’am c’haout : — Aman emezan eo.

PATRIK.

Unan a deu d’ar red, daoust hag an Arvoriz
A vefe digouezet, pa lak kement a diz.



IV DIVIZ

Ar re a oa kent eur pesketaër ouspenn.

AR PESKETAËR.

Sellit Aotrou Wizur, na pebez kavadenn
’Maoun o paouez ober !

WIZUR.

’Maoun o paouez ober !Eun eok[1] eo.

  1. Eok = saumon e galleg.